Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Jeremiaz 32:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, me eo an AOTROU, Doue pep kig. Hag e vefe un dra bennak re vras evidon? |
Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
O Doue! Ar veuleudi a c'hortoz ac'hanout e Sion, eno e vo sevenet ar gouestloù graet dit.
Met bremañ, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.
A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mañ en deizioù-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoù
An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremañ hag-eñ e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.
Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?
Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.