Jeremiaz 30:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E vibien a vo evel gwechall, e vodadenn a vo startaet dirazon, hag e kastizin an holl re a wask anezho. |
Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliñ, hanaf va c'hounnar. Ne evi ken dioutañ en amzer da zont,
Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.
Israel a oa un dra santel d'an AOTROU, bez' e oa frouezh kentañ e leve. An holl re a zebre dioutañ a oa kablus, an droug a gouezhe warno, eme an AOTROU.
Koulskoude an holl re a zebr ac'hanout a vo debret, ha da holl enebourien, holl anezho, a yelo d'ar sklavelezh. Ar re a ziwisk ac'hanout a vo diwisket, hag ar re a breizh ac'hanout a vo roet d'ar breizhadeg.
Reiñ a rin dezho un hevelep kalon hag un hevelep hent, evit ma toujint da viken ac'hanon, evit o mad hag hini o mibien war o lerc'h.
Gra deomp distreiñ ouzhit, AOTROU, hag e tistroimp! Adnevez hon deizioù evel ma oant gwechall.
Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.
Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.
Ha leurioù-kêr a vo leun a baotred yaouank hag a verc'hed yaouank o c'hoari war he leurioù.