Jeremiaz 30:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a yac'haio ac'hanout hag a bareo da c'hloazioù, eme an AOTROU, rak da anvet o deus: Ar gaset kuit! Sion eo, ha den n'eo e chal ganti. |
ar re a lavar: Gant hon teodoù e trec'himp, hor muzelloù a zo deomp, piv a vo hor mestr?
Pa emañ va spered dinerzhet ennon, te a anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnañ.
Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.
Sevel a raio ar banniel etrezek ar broadoù, dastum a raio re dec'het Israel, hag e vodo re stlabezet Juda, eus pevar c'horn an douar.
Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.
Hini ebet eus ar re a zo o chom eno ne lavaro: Me 'zo klañv. Ar bobl o chom enni en deus bet ar pardon eus he direizhder.
Rak an AOTROU en deus da c'halvet evel ur vaouez dilezet ha glac'haret en he spered, evel ur wreg a yaouankiz a vefe bet kaset kuit, eme da Zoue.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija.
Gwelet em eus e hentoù, yac'haat a rin anezhañ, me a reno anezhañ hag a roio frealz dezhañ ha d'e re a vo er c'hañv.
Me a grou ar pezh a zo displeget gant ar muzelloù: Peoc'h, peoc'h d'an hini a zo pell ha d'an hini a zo tost, eme an AOTROU. Ya, e yac'haat a rin.
Neuze da sklêrijenn en em ziskouezo evel gouloù-deiz, da yec'hed a ziwano buan, da reizhder a yelo dirazout, ha gloar an AOTROU a vo da ward a-dreñv.
E-lec'h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.
Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac'hanon, n'emaint ken. N'eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliañ va zinelloù.
Distroit, mibien disent, yac'haat a rin ho tianzavadur. Setu e teuomp da'z kavout, rak an AOTROU hon Doue ez out.
Ha ne'c'h eus ket gwelet penaos he deus komzet ar bobl-mañ, o lavarout: An daou diegezh en doa an AOTROU dibabet, en deus taolet kuit? Evel-se e tisprizont va fobl en doare ma ne vefe ken ur vroad d'o daoulagad.
Setu e roin dezhi ar yec'hed hag ar pare, o fareañ a rin, dizoleiñ a rin dezho ur fonnusted a beoc'h hag a wirionez.
Ha n'eus ket a valzam e Galaad? Ha n'eus ket a vedisin eno? Perak eta n'eo ket yac'haet gouli merc'h va fobl?
An holl dremenidi a stlak o daouarn warnout. C'hwitellat a reont, hejañ a reont o fenn war verc'h Jeruzalem. Hag eo hi ar gêr a zo anvet peurvat en he c'haerder, levenez an douar holl?
Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.
Hag e ouezi am eus me an AOTROU klevet an dismegañsoù ac'h eus disklêriet a-enep menezioù Israel o lavarout: Drastet int, roet int deomp da voued.
Pa'z int en em gavet e-touez ar broadoù ma oant aet en o c'hreiz, disakret o deus va anv santel, en doare ma veze lavaret diouto: Pobl an AOTROU eo, ha koulskoude ez int deuet er-maez eus e vro.
Me am eus renet kammedoù Efraim en ur gemer anezhañ dre an divrec'h, met ne ouient ket e pareen anezho.
Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.
E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac’haat ar broadoù.