rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.
Jeremiaz 26:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv. |
rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.
Diwar-benn ar bobl a oa manet e bro Juda, bet lezet eno gant Nebukadnezar roue Babilon, roet e voe dezho evit gouarnour Gedalia mab Ahikam mab Shafan.
hag e roas an urzh-mañ da Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Abdon mab Mika, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:
Douget e voe dre zorn Eleaza mab Shafan ha Gemaria mab Hilkija, a voe kaset gant Sedesia roue Juda da Vabilon etrezek Nebukadnezar roue Babilon. Setu ar gerioù a oa ennañ:
Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.
e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoù a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoù.
Neuze ar pennoù a lavaras da Varuk: Kae hag en em guzh, te ha Jeremiaz, ha ra ne ouezo den pelec'h e viot.
Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.
a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.
Bez' e oa dek den ha tri-ugent a-douez henaourien ti Israel, gant Jaazania mab Shafan en o zouez. Hag en em zalc'hent en o sav dirazo, pep hini un ezañsouer en e zorn, a-belec'h e save ur goabrenn deñval a ezañs.
Evel ma savas un tabut bras etrezo, ar c’habiten, o kaout aon na vefe diskolpet Paol ganto, a c’hourc’hemennas d’ar soudarded diskenn evit e lemel kuit eus o c’hreiz hag e gas d’ar c’hreñvlec’h.
Met ar c’hantener, o c’hoantaat saveteiñ Paol, a zistroas anezho diouzh ar soñj-se hag a roas urzh d’ar re holl a ouie neuñvial d’en em zeurel en dour da gentañ ha da vont betek an douar,
An douar a sikouras ar wreg, hag an douar a zigoras e c’henoù hag a lonkas ar stêr en doa an aerouant taolet eus e c’henoù.