O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet ec'h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel!
Jeremiaz 23:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En abeg d'ar brofeded eo rannet va c'halon em c'hreiz, hag e kren va holl eskern. Bez' ez on evel un den mezv, evel un den trec'het gant ar gwin, en abeg d'an AOTROU hag en abeg da gomzoù e santelezh. |
O Doue! Hon taolet kuit hag hor stlabezet ec'h eus, droug a zo aet ennout. Ra deomp adsevel!
Te a anavez va dismegañs, va mezh, va c'hemmesk. Va holl enebourien a zo dirak da zaoulagad.
Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.
Bezit sebezet, bezit souezhet! Serrit ho taoulagad ha bezit dallet! Mezv int, met n'eo ket gant gwin, brañsellat a reont, met n'eo ket gant evajoù kreñv.
Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.
Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.
Kerkent ha ma klevjont ar c'homzoù-se, e voent spontet etrezo, hag e lavarjont da Varuk: A-dra-sur e lavarimp d'ar roue an holl gomzoù-se.
Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar brofeded diskiant a heuilh o spered o-unan, ha n'o deus ket gwelet tra ebet.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.
Lazhit anezho holl betek an distruj: tud kozh, tud yaouank, gwerc'hezed, bugale, maouezed; met na dostait ket ouzh kement hini a zougo ar merk; krogit gant va santual. Kregiñ a rejont gant ar re gozh a oa dirak an ti.
Ha me, Daniel, a voe dinerzh ha klañv deizioù-pad, ha goude e savis hag e ris war-dro aferioù ar roue. Souezhet e oan gant ar weledigezh, met den n'anavezas anezhi.
Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.
Bez’ e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc’hemenn o vezañ deuet, ar pec’hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.