Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiñ a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho.
Jeremiaz 23:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E profeded Samaria em eus gwelet kalz a follentez, profediñ a reont dre Vaal, ha dianket o deus va fobl Israel. |
Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiñ a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho.
Manase a ziankas Juda ha tud Jeruzalem, betek ober gwashoc'h eget ar broadoù o doa distrujet an AOTROU a-zirak mibien Israel.
Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.
Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediñ huñvreoù faos, eme an AOTROU, a zisklêr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.
Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.
Va fobl a c'houlenn kuzul digant he c'hoad, hag he bazh a respont dezhi. Rak ar spered a c'hastaouerezh a goll, hag e c'hastaouont pell diouzh o Doue.
Kement-se holl en abeg da bec'hed Jakob, en abeg da bec'hedoù ti Israel. Pehini eo pec'hed Jakob? Ha n'eo ket Samaria? Pere eo uhellec'hioù Juda? Ha n'int ket Jeruzalem?