Kanaouenn ar "Maalod". Ar re a fiz en AOTROU a zo evel Menez Sion, na c'hell ket bezañ brañsellet, hag a bad da viken.
Jeremiaz 17:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Benniget eo an den a fiz en AOTROU, hag ez eo an AOTROU e fiziañs. |
Kanaouenn ar "Maalod". Ar re a fiz en AOTROU a zo evel Menez Sion, na c'hell ket bezañ brañsellet, hag a bad da viken.
Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!
Ur re o deus fiziañs en o c'hirri, reoù all en o c'hezeg, met evidomp eo en anv an AOTROU hon Doue.
Lakaet en deus em genoù ur ganaouenn nevez a veuleudi d'hon Doue. Kalz en gwelo hag o devo doujañs, hag e lakaint o fiziañs en AOTROU.
rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed, an AOTROU a ro gras ha gloar, ne zinac'h mad ebet d'ar re a gerzh en eeunded.
An hini a bleustr war un afer gant poell a gavo ar mad, hag an hini a fiz en AOTROU a vo eürus.
Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!
evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.
A-dra-sur e tieubin ac'hanout, ne gouezhi ket dre ar c'hleze, met da vuhez az po evel preizh, rak ec'h eus fiziet ennon, eme an AOTROU.
Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!