Jeremiaz 15:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Liesaat a rin o intañvezed, muioc'h eget traezh ar morioù, kas a rin warno, war vamm an den yaouank, an distrujer e-kreiz an deiz, hag e rin kouezhañ buan warni an enkrez hag ar spont. |
En deiz-se e krogo seizh gwreg en ur gwaz hepken, o lavarout: Ni a zebro hor bara hag en em wiskimp eus hon dilhad, ra dougimp hepmuiken da anv, laka hon dismegañs da baouez!
Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar vibien hag ar merc'hed a vo ganet el lec'h-mañ, ha diwar-benn ar mammoù o devo o ganet, ha diwar-benn an tadoù o devo o engehentet er vro-mañ:
Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,
Kempenn a ran a-enep dit distrujerien, pep hini gant e armoù, a droc'ho hag a daolo en tan an dibab eus da sedrez.
Roit da glevout kement-mañ d'ar broadoù, setu, henn embannit a-enep Jeruzalem: Sezizerien a zeu eus ur vro bell, hag e laoskont kriadennoù a-enep kêrioù Juda.
Setu perak leon ar c'hoad a lazh anezho ha bleiz ar gouelec'h o distruj; al loupard a zo war-c'hed a-enep o c'hêrioù, an neb a zeuio er-maez diouto a vo lonket, rak kresket o deus o disentidigezh ha kennerzhet o dianzavadur.
Merc'h va fobl, en em c'houriz eus ur sac'h ha ruilh el ludu, bez e kañv evel evit ur mab nemetañ, ha gouel daeroù c'hwerv-meurbet, rak an distrujer a zeu buan warnomp.
Bez' ez eus un irienn en he c'hreiz, a-berzh he frofeded a zo heñvel ouzh leoned o yudal hag o tiframmañ o freizh. Debret o deus eneoù, tapet o deus teñzorioù ha traoù prizius, liesaet o deus intañvezed en he c'hreiz.
Kouezhañ a ri war an deiz, hag ar profed a gouezho ganit d'an noz, hag e tistrujin da vamm.