Jeremiaz 13:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e prenis ar gouriz hervez komz an AOTROU, hag e lakais anezhañ war va divgroazell. |
en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.
Met te, mab an den, selaou ar pezh a lavaran dit, na vez ket disent evel an ti disent-mañ. Digor da c'henoù ha debr ar pezh a roan dit.
Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.