Ar re holl a gounnare ouzhit a vo mezhek ha pinous; kaset e vint da netra hag ez aint da goll, ar re a stourm a-enep dit.
Jeremiaz 12:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ma ne selaouont ket, e tiframmin un hevelep broad hag e tistrujin anezhi, eme an AOTROU. |
Ar re holl a gounnare ouzhit a vo mezhek ha pinous; kaset e vint da netra hag ez aint da goll, ar re a stourm a-enep dit.
Rak ar vroad hag ar rouantelezh na servijint ket ac'hanout a yelo da get, hag ar broadoù-se a vo gwastet en o fezh.
D'an ampoent e komzan diwar-benn ur vroad ha diwar-benn ur rouantelezh, evit diframmañ, diskar ha distrujañ,
Evel ma em eus eveshaet warno evit tennañ, evit diskar, evit pilat, evit distrujañ hag evit noazout, evel-se ec'h eveshain warno evit sevel hag evit plantañ, eme an AOTROU.
Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.
Ha pa vo savet, e vo bruzunet e rouantelezh, a vo rannet etrezek pevar avel an neñvoù. Ne vo ket roet d'e lignez, nag hervez e c'halloud m'en devo renet gantañ, rak e rouantelezh a vo drailhet ha roet da reoù all e-lec'h d'ar re-se.
Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.
E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.
evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.