Jeremiaz 11:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha me, evel un oan doñv kaset d'al lazherezh, ne ouien ket an divizoù fall a ijinent a-enep din: Distrujomp ar wezenn gant he frouezh, kasomp anezhi kuit eus douar ar re vev, ha ra ne vo ken meneget e anv. |
Sell ouzh va zu dehou ha gwel! Den ne anavez ac'hanon, pep degemer a vank din, den n'eo chalet gant va ene.
Ar c'halonoù n'o deus ket soñj ac'hanon evel ma vefen un den marv, bez' on evel ul lestr torret.
Ha pa em eus brañsellet, ez int en em vodet laouen, en em vodet int hep ma ouien, o skeiñ ac'hanon, o regiñ ac'hanon hep paouez.
Karout a rez an droug muioc'h eget ar vad, ar gaou muioc'h eget ar c'homzoù gwirion. Ehan
Mont a ra raktal war he lerc'h, evel ma'z a un ejen d'al lazherezh, evel ma'z a un diskiant ereet evit bezañ kastizet,
Binvioù an toueller a zo fall; korvigelloù a ijin evit koll gant gevier ar re c'hlac'haret, zoken pa gomz reizh ar paour.
Lavarout a raen: Ne welin ken an AOTROU war zouar ar re vev, ne welin ken den e-touez ar re a zo o chom er bed.
Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.
Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.
Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!
Kerkent ha m'en doe Jeremiaz echuet da lavarout kement en doa an AOTROU gourc'hemennet da lavarout d'an holl bobl, ma krogas an aberzhourien, ar brofeded hag an holl bobl ennañ, o lavarout: Mervel a ri!
Eno emañ Elam, hag e holl engroez en-dro d'e vez. Holl int bet lazhet, diskaret gant ar c'hleze, diskennet int diamdroc'h da zonderioù an douar, int hag a skuilhe ar spont war zouar ar re vev, douget o deus o dismegañs gant ar re a ziskenn d'ar poull.
Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.
Gedour Efraim a oa gant va Doue, met ar profed a zo ur roued eus ul labousetaer war e holl hentoù, un enebour ouzh ti e Zoue.