Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc'h ar blaenenn, eme an AOTROU, c'hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec'hioù?
Jeremiaz 10:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dastum diwar an douar da draoù, te hag a zo azezet en estrenvan. |
Setu em eus droug ouzhit, te hag a zo o chom en draonienn, war roc'h ar blaenenn, eme an AOTROU, c'hwi hag a lavar: Piv a ziskenno a-enep deomp? Piv a zeuio en hor chomlec'hioù?
Mibien Benjamin, tec'hit eus kreiz Jeruzalem, sonit ar shofar e Tekoa, savit un arouez-tan e Bet-Hakerem, rak an droug a zeu eus an hanternoz hag un distruj bras.
Savit ha kerzhit! Rak n'emañ ket amañ lec'h ho tiskuizh, en abeg d'an hudurnez, an distruj a ziskaro, un distruj rust.
Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,
hag e sezizo ac'hanout war da holl zorojoù, betek ma kouezho da vogerioù uhel ha kreñv, ar re a fizies enno ez holl vro; da sezizañ a raio war da holl zorojoù, en holl vro en devo roet dit an AOTROU da Zoue.