hag e lavaraz dezhan: Kea, hag en em walc’h e lenn Siloe (ar pez a zinifi Kasset). Mond a reaz eta hag en em walc’haz, hag ez eaz ac’hane o velet sclear.
Shallum mab Kolhoze, rener bann Mizpa, a zresas dor ar Feunteun; hec'h adsevel a reas, he goleiñ, hag e lakaas he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e reas moger stank Shela, tost ouzh liorzh ar Roue, betek ar skalieroù a ziskenn eus kêr David.
Respont a reas: Un den a c’halver Jezuz en deus graet fank, en deus olevet gantañ va daoulagad ha lavaret din: Kae da stank Siloa hag en em walc’h. Aet on, hag ez on en em walc’het, hag e welan.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,