Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ?
Sant Ian 8:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Piv ac’hanoc’h a gendrec’ho ac’hanon a bec’hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac’hanon? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pe hini ac’hanoc’h a damallo ac’hanoun da veza pec’het? Ha mar lavaran ar wirionez, perag na gredit‐hu ket ac’hanoun? |
Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ?
Int a soñje enno o-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet ennañ?
Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
Ha pa vo deuet, e kendrec’ho ar bed er pezh a sell ouzh ar pec’hed, ar reizhder hag ar varnedigezh,
Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Roue out eta? Jezuz a respontas: Te en lavar, roue on. Evit-se eo ez on bet ganet hag evit-se eo ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez a selaou va mouezh.
An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n’oc’h ket eus Doue.
Met evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed ra daolo ar maen kentañ outi.
Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.
Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,