Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 8:46 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

46 Pe hini ac’hanoc’h a damallo ac’hanoun da veza pec’het? Ha mar lavaran ar wirionez, perag na gredit‐hu ket ac’hanoun?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

46 Piv ac’hanoc’h a gendrec’ho ac’hanon a bec’hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac’hanon?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:46
12 Referencias Cruzadas  

Euz a beleac’h e teue badiziant Ian? euz an env, pe euz an dud? Hogen, int a rezone enhe ho‐unan, hag a lavare: Mar leveromp: Euz an env, e lavaro deomp: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet enhan?


Respontit d’in. Hogen, int a rezone enhe ho‐unan, en eur lavaret: Mar leveromp: Euz an env; e lavaro: Perag eta n’hoc’h euz‐hu ket credet dezhan?


Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed‐man; mes n’hen deuz netra enoun.


Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez.


Ha pa vezo deuet, hen a ziskouezo ez eo ar bed coupabl er pez a zell euz ar pec’hed, ar justis hag ar varnedigez:


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez.


An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue; dre‐ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.


Hag evel ma talc’hent d’hen interroji, e savaz en he za, hag e lavaraz dezhe: An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h ra sklapo ganthi ar mean kenta.


Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan.


Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.


Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg‐braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou;


hen pehini n’hen deuz great pec’hed e‐bed, hag e genou pehini n’euz bet kavet faozentez e‐bed;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios