ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
Sant Ian 8:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec’h bugale Abraham, c’hwi a raje oberoù Abraham. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Int a respontaz dezhan: Abraham eo hon tad. Jesus a lavaraz dezhe: Ma vijec’h bugale Abraham, e rajec’h oberou Abraham. |
ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
Respont a rejont dezhañ: Ni a zo lignez Abraham ha biskoazh n’omp bet sklavourien da zen, penaos e lavarez: Dieubet e viot?
Gouzout a ran ez oc’h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d’ar marv abalamour n’en deus ket va ger a zegemer ennoc’h.
Abraham ho tad en deus tridet gant levenez o soñjal e tlee gwelout va deiz. E welet en deus hag eo en em laouenaet.
hag evit bezañ tad an amdroc’hidi, ar re n’int ket amdroc’het hepken met c’hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc’h.
Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,
hag evito da vezañ eus lignez Abraham, n’int ket holl e vugale. Met skrivet eo: En Izaak e vo ul lignez a zougo da anv,