Sant Ian 7:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kalz euz ar bobl, o veza klevet ar c’homzou‐ze, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet. |
Hag e c’houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez’ out Elia? Eñ a lavaras: N’on ket. Bez’ out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
Goude m’en doe lavaret kement-se, ar Yuzevien a yeas kuit, gant un tabut bras kenetrezo.