Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
Sant Ian 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude-se, Jezuz a valeas dre C’halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro. |
Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec’hit d’unan all. Lavarout a ran deoc’h e gwirionez, n’ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel ma vo deuet Mab an den.
Met ar winierien, pa weljont ar mab, a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ ha kemeromp e hêrezh.
Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.
Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c’houlenn digantañ: Piv out-te?
Ha n’en deus ket Moizez roet al lezenn deoc’h? Hag hini ac’hanoc’h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d’ar marv?
Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n’eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?
Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed?
Gouzout a ran ez oc’h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d’ar marv abalamour n’en deus ket va ger a zegemer ennoc’h.
Met bremañ e glaskit va lakaat d’ar marv, me, un den en deus lavaret deoc’h ar wirionez am eus desket digant Doue. Abraham n’en deus ket graet kement-se.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.