Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.
Sant Ian 6:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a rejont eta dezhan: Petra a raimp‐ni evit accomplissa œuvrou Doue? |
Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.
Setu, un den a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr mat, peseurt mad a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d’ober evit bezañ salvet?
O vezañ klevet an traoù-mañ, e voe mantret o c’halon, hag e lavarjont da Bêr ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp?
En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus d’ober.
Tosta, te, ha selaou kement a lavaro an AOTROU hon Doue, ha goude e tegasi deomp kement en devo lavaret an AOTROU hon Doue, ha ni a selaouo ha ni a raio diouzh-se.