Sant Ian 6:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, va c’hlaskit n’eo ket abalamour m’hoc’h eus gwelet mirakloù met abalamour m’hoc’h eus debret bara ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran deoc’h, c’houi a glask ac’hanoun, n’e ket abalamour ma hoc’h euz gwelet miraclou, mes abalamour ma hoc’h euz debret euz ar bara, ha ma’z oc’h bet rassaziet. |
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.
An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
Jezuz, oc’h anavezout ez aent da zont d’e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.
Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m’en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?
E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc’h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n’evit ket e wad, n’hoc’h eus ket ar vuhez ennoc’h hoc’h-unan.
Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje.
Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.
O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.
an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c’hounid. Pella diouzh an dud-se.