Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 6:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c’hounid. Pella diouzh an dud-se.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 hag an disputou inutil etre tud hag a zo corrompet ho spered, privet euz ar wirionez, ha pere a laka ar biete da veza eur zourcen a c’hounidegez. En em disparti euz ar seurt tud‐se.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 6:5
34 Referencias Cruzadas  

Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,


Rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, eus ar profed d'an aberzhour, holl e reont gant touell.


Setu perak e roin o gwragez da reoù all hag o farkeier da berc'henned nevez, rak adalek ar bihanañ betek ar brasañ, pep hini en em ro d'ar gounid dizonest, adalek ar profed betek an aberzhour, holl e reont gant touell.


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.


Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Mar fell da unan bennak daelañ, n’hon eus ket ar c’hiz-se, nag Ilizoù Doue kennebeut.


Breudeur, gourc’hemenn a reomp deoc’h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc’h eus bet diganeomp.


Hiniennoù o vezañ distroet a gement-se, a zo en em gollet e prezegoù didalvez;


nann techet d’ar gwin, na taer, na douget d’ar gounid dizonest, met habask, pell eus an tabutoù, hep pizhoni,


Ra vo an diagoned ivez poellek, hep daou c’her, pell eus dirollerezh ar gwin hag eus ur gounid dizonest,


Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue,


rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.


Ur gounid mat eo an doujañs-Doue gant ar gwalc’h,


o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.


Evel m’o deus Jannez ha Jambrez enebet ouzh Moizez, evel-se ivez ar re-mañ a eneb ouzh ar wirionez, tud a skiant hudur ha kollet e-keñver ar feiz.


Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.


O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.


kinamom, louzoù-frondus, c’hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud.


Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos