Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 c’hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez’ en deus ar c’hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac’hane e teu ar c’hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 hennes a zo c’houezet gant an ourgouil, ha ne oar netra; mes klanv eo gant klenved ar procezou hag an disput var ar c’homzou, hag ac’hane e teu an anvi, ar c’hannou, an droug‐prezegerez, ar sonjezonou fall divarben ar re all,

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 6:4
44 Referencias Cruzadas  

Unan en em ra pinvidik ha n'en deus netra, unan all en em ra paour ha koulskoude madoù bras en deus.


Un den o fougeal e gaou eus e vadelezh, a zo evel ar c'houmoul hag an avel hep glav.


Daoust hag ec'h eus gwelet un den a gred bezañ fur? Muioc'h a zo da c'hortoz diouzh un amoed eget dioutañ.


Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h.


Un tabut bras hag ur breud o vezañ eta savet etre Paol ha Barnabaz hag ar re-mañ, e voe divizet e pignje Paol ha Barnabaz hag hiniennoù eus o zouez da Jeruzalem da gavout an ebestel hag an henaourien diwar-benn kement-se.


met mar d-eo un enebiezh diwar-benn gerioù, anvioù hag ho lezenn, e welot kement-se hoc’h-unan, rak ne fell ket din bezañ barner eus an traoù-se.


Bez’ e oa diagent er gêr-se un den anvet Simon a rae sorserezh hag a souezhe pobl Samaria, oc’h en em ober tremen evit un den bras.


Ho pet an hevelep soñjoù etrezoc’h. Na glaskit ket an traoù uhel, met tremenit gant an traoù izel. Na vezit ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan.


Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.


Degemerit an hini a zo dinerzh er feiz hep tabut diwar-benn e soñjoù.


met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,


Mar fell da unan bennak daelañ, n’hon eus ket ar c’hiz-se, nag Ilizoù Doue kennebeut.


Da gentañ e klevan penaos pa en em zastumit en Iliz ez eus dizunaniezhoù etrezoc’h, hag ul lodenn a gement-se a gredan,


N’en em dromplo den e-unan. Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ fur er c’hantved-mañ, ra zeuio da vezañ foll evit dont da vezañ fur.


Rak pa’z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n’oc’h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?


Mar deu unan bennak d’ho mestroniañ, d’ho lonkañ, da gregiñ ennoc’h, mar en em uhela, pe mar sko ac’hanoc’h war ho tremm, e c’houzañvit anezhañ.


Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec’h distrujet an eil gant egile.


Na glaskomp ket ur gloar aner, oc’h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.


Mar soñj d’un den bezañ un dra bennak, pa n’eo netra, en em drompl e-unan.


Gwir eo penaos hiniennoù a brezeg Krist dre avi ha tabut, met reoù all a ra a volontez vat.


Grit pep tra hep grozmolat na tabutal,


Na rit netra dre dabut pe dre c’hloar aner, met ra sello pep hini ac’hanoc’h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.


Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,


an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.


ha n’en em stagjent ket ouzh mojennoù hag ouzh lignezoù diziwezh, a c’han tabutoù kentoc’h eget oberenn Doue er feiz.


fellout a ra dezho bezañ doktored eus al lezenn, petra bennak ma n’intentont ket ar pezh a lavaront nag ar pezh a roont evel gwir.


Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.


Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.


Kas kuit ar c’haozioù foll ha difrouezh, o c’houzout penaos e tegasont tabutoù.


treitour, taer, c’hwezhet a ourgouilh, a garo ar blijadur kentoc’h eget Doue,


Met diwall diouzh ar c’hudennoù diskiant, al lignezoù, an tabutoù, an enebiezh diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud.


Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,


Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n’anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant.


Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.


Rak e lavarez: Me a zo pinvidik, en em binvidikaet on ha ne’m eus ezhomm a netra, ha n’anavezez ket out gwalleürus, truezus, paour, dall hag en noazh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos