Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 rag holl e klaskont ho interest ho‐unan, ha nann hini Jesus‐Christ.

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 2:21
19 Referencias Cruzadas  

Met e c'hoarvezout a reas d'an trede bloaz warn-ugent eus ar roue Joaz, ma n'o doa ket dreset an aberzhourien toulloù-freuz an ti.


Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.


Mar deu unan bennak da’m c’havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c’hoarezed, ha muioc’h c’hoazh e vuhez hec’h-unan, ne c’hell ket bezañ va diskibl.


Paol hag ar re a oa gantañ a yeas kuit eus Pafoz hag a zeuas dre vor da Berj e Pamfilia. Yann a guitaas anezho hag a zistroas da Jeruzalem.


Met Paol ne gavas ket dereat kemer ganto an hini en doa o c’huitaet pa oant e Pamfilia ha n’en doa ket o heuliet en o oberennoù.


Ra ne glasko den e vad e-unan, met ra glasko pep hini mad ar re all.


eveldon me ivez a fell din plijout d’an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.


n’eo ket dizonest, ne glask ket he mad hec’h-unan, ne drenk ket, ne soñj ket e droug,


Rak evel ma fonn poanioù Krist ennomp, evel-se hor frealz a fonn dre Grist.


Na sello ket pep hini ac’hanoc’h ouzh e gounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all.


Gouzout a rez penaos ar re holl a zo en Azia o deus dilezet ac’hanon, en o zouez emañ Figel hag Hermogenez.


Rak an dud en em garo o-unan, a garo an arc’hant, a vo fougeüs, otus, mallozherien, disent ouzh o zadoù hag o mammoù, dizanaoudek, disantel,


rak Demaz en deus dilezet ac’hanon o vezañ karet ar c’hantved-mañ hag a zo aet da Desalonike, Kreseñs a zo aet e Galatia, Tit e Dalmatia.


Em c’hentañ difenn, den n’en deus va sikouret met holl o deus va dilezet. Ra ne vo ket kement-se kontet dezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos