Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Sant Ian 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an dud, o velet ar miracl hen doa great Jesus, a lavare: He‐man eo en gwirionez ar profet a dlie dond er bed. |
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Eñ a lavaras dezho: Petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo c’hoarvezet gant Jezuz a Nazared, ur profed galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,
Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
Hag e c’houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez’ out Elia? Eñ a lavaras: N’on ket. Bez’ out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C’hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.
Setu e Kana Galilea ar c’hentañ mirakl a reas Jezuz, hag e tiskouezas e c’hloar. E ziskibien a gredas ennañ.
Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c’halver Krist, a dle dont. Pa vo deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù.
Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.
Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, va c’hlaskit n’eo ket abalamour m’hoc’h eus gwelet mirakloù met abalamour m’hoc’h eus debret bara ha m’hoc’h eus bet ho kwalc’h.
Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m’en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?
Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
Ar Moizez-se eo a lavaras da vibien Israel: An Aotrou ho Toue a savo deoc’h ur profed eveldon a-douez ho preudeur. Selaou a reot anezhañ.