Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
Sant Ian 5:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak mar kredjec’h Moizez, e kredjec’h ivez ac’hanon, rak skrivet en deus diwar va fenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ma credjec’h en Moises e credjec’h ive enoun‐me; rag scrivet hen deuz divar va fen. |
Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
pa zle Abraham dont da vezañ ur vroad vras ha galloudek, ha ma vo holl vroadoù an douar benniget ennañ?
Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Hag e tisplegas dezho an holl Skriturioù a gomze diwar e benn adalek Moizez betek an holl brofeded.
Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
Met sikouret gant Doue, on chomet betek hiziv, o tougen testeni dirak ar re vihan ha dirak ar re vras, hep lavarout netra all nemet ar pezh en deus ar brofeded ha Moizez diouganet a dleje c’hoarvezout,
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
Krist en deus hon dasprenet eus mallozh al lezenn, o vezañ bet graet mallozh evidomp, rak skrivet eo: Milliget eo kement hini a zo krouget ouzh ar c’hoad,
Evel-se al lezenn a zo bet hor rener en deus hon degaset da Grist, evit ma vijemp reishaet dre ar feiz.
An AOTROU da Zoue a savo dit eus da greiz, a-douez da vreudeur, ur profed eveldon, hag e selaouot anezhañ,