Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Sant Ian 5:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ ez eus unan all hag a ro testeni ac’hanon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro ac’hanon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beza ez euz unan all hag a rent testeni d’in, ha gouzoud a ran ez eo dign da veza credet an desteni a ro d’in. |
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c’horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
Me n’anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c’haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
Hag anavezout a ran penaos e c’hourc’hemenn a zo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m’en deus an Tad o lavaret din.
Met an testeni a resevan n’eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet.