Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,
Sant Ian 4:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz eus Samaritaned ar gêr-se a gredas ennañ abalamour da gomz ar wreg, rak roet he doa an testeni-mañ: Lavaret en deus din kement am eus graet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, kalz a Zamaritaned euz ar gear‐ze a gredaz enhan, abalamour da gomz ar vaouez pehini he doa rentet an desteni‐man: Hennes hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great. |
Jezuz a gasas an daouzek-se hag a roas e c’hourc’hemennoù dezho, o lavarout: N’it ket etrezek ar baganed ha n’it ket e kêrioù ar Samaritaned,
Neuze, kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da gavout Mari, pa weljont ar pezh en doa graet Jezuz, a gredas ennañ.
Deuit da welout un den en deus lavaret din kement am eus graet. Ha ne vefe ket eñ ar C’hrist?
Me am eus ho kaset e-lec’h n’hoc’h eus ket labouret. Reoù all o deus labouret ha c’hwi a zo aet en o labour.
Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d’e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto. Chom a reas daou zevezh eno.
Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.
Erruout a reas en ur gêr eus Samaria anvet Sikar, tost d’ar park en doa Jakob roet d’e vab Jozef.