Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr.
Sant Ian 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhi: Kea, galv da bried, ha deuz aman. |
Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr.
Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ro din eus an dour-se, evit na’m bo ken sec’hed ha na zeuin ken da dennañ dour amañ.
Ar wreg a respontas: Ne’m eus pried ebet. Jezuz a lavaras dezhi: Lavaret mat ec’h eus: Ne’m eus pried ebet,
rak pemp pried ac’h eus bet, hag an hini a zo ganit bremañ n’eo ket da bried. Gwir ac’h eus lavaret e kement-se.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.