Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heñveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhañ an anv a Sed.
Sant Ian 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar pez a zo ganet euz ar c’hig a zo kig, hag ar pez a zo ganet euz ar Spered a zo spered. |
Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heñveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhañ an anv a Sed.
Doue a sellas ouzh an douar ha setu, e oa saotret, rak pep kig en doa saotret e hent war an douar.
An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.
Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?
ar re n’int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c’hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c’hig; c’hoant am eus d’ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d’henn ober.
Trugarekaat a ran Doue, dre Jezuz-Krist hon Aotrou! Evel-se eta, me va-unan a servij lezenn Doue dre ar glevidigezh, met lezenn ar pec’hed dre ar c’hig.
Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv.
Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot.
Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.
En o zouez e vevemp holl gwechall, hervez droukc’hoantoù hor c’hig, oc’h oberiañ hervez youloù ar c’hig hag an ene, hag e oamp dre hon natur bugale a fulor evel ar re all.
Ennañ ivez oc’h bet amdroc’het gant un amdroc’h graet hep dorn ebet, o tiwiskañ ar c’horf eus pec’hedoù ar c’hig, ar pezh eo amdroc’h Krist,
Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue.