Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 3:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Ar pez a zo ganet euz ar c’hig a zo kig, hag ar pez a zo ganet euz ar Spered a zo spered.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ar pezh a zo ganet eus ar c’hig a zo kig, ar pezh a zo ganet eus ar Spered a zo spered.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 3:6
25 Referencias Cruzadas  

pere n’int ket ganet euz ar goad, nag euz a volontez ar c’hig, nag euz a volontez an den, mes euz a Zoue.


Na vez ket souezet abalamour m’em euz lavaret d’id: Red eo deoc’h genel a‐nevez.


Rag gouzoud a ran penaos ar mad na choum ket enoun, da lavaret eo, em c’hig, rag bolontez em euz da ober ar pez a zo mad; mes ne deuan ket a‐ben d’hen ober.


Trugarekaad a ran Doue dre Jesus‐Christ hon Aotrou! Evel‐se eta, dre ar spered, ez oun stag ouz lezen Doue, mes dre ar c’hig, ouz lezen ar pec’hed.


Rag pa edomp er c’hig, gwall‐ioulou ar pec’hejou, o kemer nerz dre al lezen, a laboure en hon izili, en hevelep doare ma tougent frouez d’ar maro.


Rag, mar bevit hervez ar c’hig, e varvfot; mes mar lakit, dre ar Spered, oberou ar c’horf da vervel, c’houi a vevo.


Mes an hini a zeu d’en em unani gant an Aotrou, a ra eur memeus spered assambles ganthan.


Mar d’euz eta unan‐benag hag a zo er C’hrist, hennes a zo eur c’hrouadur nevez; an traou koz a zo tremenet; setu deuet pep tra da veza nevez.


Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall‐viçou hag he wallioulou.


e‐touez pere ive e vevemp holl gwech‐all, hervez ar ioulou euz hor c’hig, oc’h ober hervez deziriou ar c’hig hag hor sonjezonou; hag e oamp dre natur bugale ar goler, evel ar re all.)


Enhan ive oc’h bet circonciset, gant eur circoncision great hep dorn e‐bed, en eur delivra ar c’horf euz a bec’hejou ar c’hig, rag honnes eo circoncision ar C’hrist;


Piou‐benag a zo ganet euz a Zoue, na ra ket ar pec’hed, rag an had euz a Zoue a choum enhan; ha na hell ket pec’hi, abalamour ma’z eo ganet euz a Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos