Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 3:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 3:5
35 Referencias Cruzadas  

E gwirionez hen lavaran deoc’h, ma n’en em gonvertissit ket, ha ma ne deuit da veza henvel ouz bugale vihan, ne antreot ket en rouantelez an envou.


Ha me a lavar deoc’h c’hoas: Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged n’ed eo da eun den pinvidic antren e rouantelez Doue.


Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad? Hag e leverjont dezhan: Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h e rouantelez Doue.


o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered‐Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h;


Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Rag me a lavar deoc’h: Ma n’ez a ket ho chustis dreist hini ar Scribed hag ar Farizianed, na antreot ket en rouantelez an envou.


Ha Jesus, o velet kement‐se, a oe indiniet, hag a lavaraz dezhe: Lezit ar vugaligou da zond d’am c’havout, ha na virit ket outhe; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe.


An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet.


Ha mar gra da lagad d’id kweza er pec’hed, difram anezhan; gwell eo d’id antren en rouantelez Doue, o kaoud eul lagad kep‐ken, eget kaoud daou‐lagad, ha beza taolet en eun ifern a dan?


Hag hen a lavaraz dezhe: Lakit hoc’h holl boan da antren dre an nor striz; rag me eo hen lavar deoc’h, kalz a glasko mond ebarz, heb gallout dond a‐ben.


Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.


Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.


pere n’int ket ganet euz ar goad, nag euz a volontez ar c’hig, nag euz a volontez an den, mes euz a Zoue.


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


Nicodem a lavaraz dezhan: Penaos ec’h hell eun den genel, hag hen koz? Daoust hag hen a hell mond adare e kov he vam, ha beza ganet eun eil gwech?


Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.


Rag‐se eta bezit keuz ha distroit, evit ma vezo effaset ho pec’hejou, evit ma teuio amzeriou a freskadurez a‐berz an Aotrou,


Rag rouantelez Doue n’ema ket en dibri nag en eva, mes er justis, er peoc’h, hag er joa dre ar Spered‐Santel.


rag lezen ar Spered a vuez, pehini a zo en Jesus‐Christ, he deuz va delivret euz a lezen ar pec’hed hag ar maro.


Hogen, breudeur, ar pez a lavaran eo an dra‐man, penaos ar c’hig hag ar goad na hellont ket herita euz a rouantelez Doue, na ken neubeud ar vreinadurez herita euz an divreinadurez.


Evidomp‐ni, n’hon euz ket recevet spered ar bed, mes ar Spered a zeu euz a Zoue, evit anaoud an traou a zo bet roet deomp gant Doue;


Hogen lod ac’hanoc’h a zo bet evel‐se; mes c’houi a zo bet gwalc’het, mes c’houi a zo bet santifiet, mes c’houi a zo bet justifiet en hano an Aotrou Jesus, ha dre Spered hon Doue.


Rag en Jesus‐Christ ar circoncision na dalv netra, nag an dicirconcision ken‐neubeud, mes red eo genel a‐nevez.


evit he zantifia, o veza purifiet anezhi gant ar vadiziant a zour, dre he c’her;


choazet hervez an anaoudegez hen deuz Doue an Tad euz ar pez a dle c’hoarvezoud, evit beza santifiet dre ar Spered, evit senti ouz Jesus‐Christ, hag evit kaoud lod er goad hen deuz skulliet. Ra vezo cresket ar c’hras hag ar peoc’h enoc’h!


Hag an imach a gement‐se, ar vadiziant (n’e ket an hini a lam kuit louzdoniou ar c’horf, mes an angajamant euz a eur goustians vad dirag Doue,) a zeu d’hon sauvetaad breman, dre resurrection Jesus‐Christ;


Mar gouzoc’h ez eo hen just, gouezit penaos piou‐benag a ra ar pez a zo just, a zo ganet euz anezhan.


Piou‐benag a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue; ha piou‐benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos