Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Sant Ian 3:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a zegemer e desteni en deus siellet penaos eo Doue gwirion, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini hen deuz recevet he desteni hen deuz siellet penaos Doue a zo gwirion. |
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Kalz a draoù am eus da lavarout ac’hanoc’h ha da varn ennoc’h. Met an hini en deus va c’haset a zo gwirion hag e lavaran d’ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.
Goude eta ma em bo echuet kement-se ha ma em bo roet dezho gant fealded ar sikour-se, ez in da Vro-Spagn, o tremen e-biou deoc’h.
Hag e resevas sin an amdroc’h evel siell ar reizhder eus ar feiz en doa bet o vezañ diamdroc’h, evit bezañ tad d’ar re holl a gred petra bennak ma’z int diamdroc’h, ha ma vo ar reizhder ivez kontet dezho,
Ma n’on ket abostol evit ar re all, ez on da nebeutañ evidoc’h, rak c’hwi eo siell va abostoliezh en Aotrou.
Met Doue a zo feal, hag ar ger hoc’h eus resevet diganeomp n’eo ket bet “ya” ha “nann”.
Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Dre-se Doue, o c’hoantaat diskouez gwelloc’h c’hoazh da heritourien ar bromesa digemm e vennad, a reas gant ul le,
Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, e lakaomp anezhañ gaouiat hag e c’her n’emañ ket ennomp.