Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 3:33 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 An hini hen deuz recevet he desteni hen deuz siellet penaos Doue a zo gwirion.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 An hini a zegemer e desteni en deus siellet penaos eo Doue gwirion,

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 3:33
17 Referencias Cruzadas  

Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he‐man gant he ziel.


Bez’ em euz kalz a draou da lavaret divar ho pen ha da varn enoc’h; mes an hini hen deuz digasset ac’hanoun a zo gwirion, hag ar pez em euz klevet diganthan, hen lavaran er bed.


Goude eta m’am bezo great kement‐se, ha m’am bezo roet dezhe gant fidelite ar pez a zo da rei, e tremenin dre ho pro, en eur vond d’ar Spagn.


Hag e recevaz merk ar circoncision, evel eur siel euz ar justis hen doa bet dre ar feiz, pa oa c’hoas dicirconcis; evit ma vije tad d’ar re holl a gred, evithe da veza dicirconcis; ha ma teuje ho feiz da veza ive countet dezhe evit justis;


Mar n’oun ket abostol d’ar re all, ez oun da vihana evidoc’h‐hu; rag c’houi eo ar ziel euz va abostoliach en Aotrou.


Doue pehini a zo gwirion, a zo test d’in penaos ar ger hoc’h euz recevet diganeomp n’eo ket bet ia ha nann.


pehini hen deuz hor siellet gant he ziel, hag hen deuz roet deomp en hor c’halonou an arrez euz he Spered.


Enhan ez oc’h ive, goude beza bet klevet ar ger euz ar wirionez, an Aviel euz ho silvidigez, ha beza bet credet enhan, c’houi a zo bet siellet gant ar Spered‐Santel a oa bet prometet;


Ha na gontristit ket Spered‐Santel Doue, dre behini ez oc’h bet siellet evit dervez ar redemption.


Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel‐man: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan; ha c’hoas; Pioubenag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis.


evel‐se, Doue, dre ma felle dezhan diskouez c’hoas gwelloc’h da heritourien ar bromessa pegen ferm e oa he volontez, a brometaz dre eul le;


Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, e lekeomp anezhan da c’haouiad, hag he c’her n’ema ket enomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios