Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
Sant Ian 3:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini a zeu eus an nec’h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An hini a zeu euz an neac’h, a zo dreist an holl; an hini a zeu euz an douar a zo euz an douar, hag a gomz euz an douar; an hini a zo deuet euz an env a zo dreist an holl. |
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc’h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Hennezh eo an hini a zeu war va lerc’h hag a zo dreiston, ha n’on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.
Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc’h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.
Hag e lavaras dezho: C’hwi a zo eus an traoñ, me a zo eus an nec’h. C’hwi a zo eus ar bed-mañ, me n’on ket eus ar bed-mañ.
Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.
a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.
An emglev kentañ en doa ivez eta gourc’hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel.
Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.
War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.