Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Hebreed 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 An emglev kentañ en doa ivez eta gourc’hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 An allians kenta he doa eta ive ordrenansou evit ar zervich divin, hag eun tabernacl var an douar.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 9:1
14 Referencias Cruzadas  

Hag e raint din ur santual, hag e chomin en o zouez.


Mard int mezhek eus kement o deus graet, ro dezho da anavezout doare an ti, e neuziadur, e doulloù-dor, e zigoroù, e holl zoareennoù, e holl reolennoù, e holl zoareoù, e holl lezennoù. Skriv anezho dindan o daoulagad, evit ma virint e holl zoareennoù hag e holl reolennoù ha ma raint diouto.


Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.


Mirout a raint va barnedigezhioù, gant aon na zougint o fec’hedoù ha na varvint evit bezañ disakr. Me eo an AOTROU a santela anezho.


ne lezint mann dioutañ betek ar beure ha ne dorrint askorn ebet dezhañ; e lidañ a raint hervez holl reolennoù ar Pask.


Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.


a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,


Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.


O komz diwar-benn un emglev nevez, e tisklêrias e oa kozh an hini kentañ. Hag ar pezh a zo deuet da vezañ hen ha koshaet, a zo prest da vont da get.


hag a zo ministr eus ar santual hag eus an tabernakl gwirion savet gant an Aotrou ha nann gant un den.


Rak ma vije bet an emglev kentañ hep si, ne vije ket bet lec’h evit un eilvet.


Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos