Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Sant Ian 3:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hogen un tamall a savas etre diskibien Yann hag ar Yuzevien diwar-benn ar c’hlanidigezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, eun disput a zavaz etre diskibien Ian hag ar Judevien, divarben ar burification. |
Me ho padez en dour evit ar geuzidigezh, met dont a ra unan war va lerc’h, galloudusoc’h eo egedon, ha n’on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.
Rak, o lezel gourc’hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc’hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc’h ober kalz a draoù all heñvel outo.
Bez’ e oa eno c’hwec’h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc’hel pep hini anezho daou pe dri metret.
eus kelennadurezh ar badeziantoù, eus al lakadur-daouarn, eus an adsavidigezh a-douez ar re varv hag eus ar varn peurbadus.
hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.
Ret e oa eta da skeudenn an traoù a zo en neñvoù bezañ glanaet en doare-se, met ret e oa d’an traoù neñvel o-unan bezañ glanaet gant aberzhoù kalz gwelloc’h c’hoazh.
Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.