E gwirionez, e gwirionez, hen lavaran d’id, ni a lavar ar pez a ouzomp, hag a ro testeni euz ar pez hon euz gwelet; mes c’houi na recevit ket hon testeni.
Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac’hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion rak, gouzout a ran a-belec’h on deuet ha pelec’h ez an. Met c’hwi, n’ouzoc’h ket a-belec’h e teuan na pelec’h ez an.
Kalz a draoù am eus da lavarout ac’hanoc’h ha da varn ennoc’h. Met an hini en deus va c’haset a zo gwirion hag e lavaran d’ar bed ar pezh am eus klevet digantañ.
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad