Ha den ne c’hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
Sant Ian 21:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhe: Deuit da leina. Hogen hini euz an diskibien na grede goulen diganthan: Piou oud‐de? o c’houzoud e oa hen an Aotrou. |
Ha den ne c’hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teñval e oa evito, ne c’hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantañ war gement-se.
Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C’hwi a c’houlenn etrezoc’h perak em eus lavaret: C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot.
Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d’an douar leun a gant tri hag hanter-kant pesk bras. Ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.
Goude m’o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac’hanon muioc’h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.
War gement-se e ziskibien a erruas hag a voe souezhet dre ma komze gant ur wreg. Koulskoude hini anezho ne lavaras dezhañ: Petra a c’houlennez? Pe: perak e komzez ganti?
nann d’an holl bobl, met d’an testoù en doa Doue dibabet en a-raok, deomp-ni hag hon eus debret hag evet gantañ goude ma’z eo bet adsavet a-douez ar re varv.