Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 16:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Jezuz a ouezas e felle dezho ober goulennoù outañ hag a lavaras dezho: C’hwi a c’houlenn etrezoc’h perak em eus lavaret: C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Jesus eta, o c’houzoud ho doa c’hoant d’hen interroji, a lavaraz dezhe: Goulen a rit an eil digant egile petra eo ar pez em euz lavaret: Abarz eun neubeud amzer n’am gwelot mui; ha c’hoas, eun neubeud amzer goude, am gwelot adare.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 16:19
18 Referencias Cruzadas  

Na vezit ket eta heñvel outo, rak ho Tad a oar petra hoc’h eus ezhomm a-raok ma c’houlennit digantañ.


Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc’h eus soñjoù fall en ho kalonoù?


Met ne gomprenent ket ar c’homzoù-se ha ne gredent ket goulenn digantañ.


Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.


C’hoazh un nebeud amzer hag ar bed ne’m gwelo ken, met c’hwi am gwelo, abalamour ma vevan ha ma vevot ivez.


C’hoazh un nebeud amzer ha ne’m gwelot mui, ha c’hoazh un nebeud amzer goude hag em gwelot, abalamour ma’z an da gavout an Tad.


Lavarout a raent eta: Petra eo ar pezh a lavar: C’hoazh un nebeud amzer? N’ouzomp ket ar pezh a lavar.


En deiz-se ne c’houlennot ken netra diganin. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, kement a c’houlennot digant an Tad em anv, en roio deoc’h.


En deiz-se, e c’houlennot em anv ha ne lavaran ket deoc’h e pedin an Tad evidoc’h,


Bremañ ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra ha ne’c’h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue.


Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.


Met Jezuz, oc’h anavezout ennañ e-unan e c’hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc’h c’hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c’haset.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos