Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.
Sant Ian 20:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e lavaraz da Thomas: Laka da viz aman, ha sell ouz va daouarn; astenn ive da zorn, ha laka‐hen em c’hostez, ha na vez ket eun den difeiz, mes eun den hag a gred. |
Met eñ, trugarezus, a bardone o zorfed ha n'o distruje ket. Alies e tistroe diouzh e gounnar ha ne zihune ket e holl fulor.
Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ amañ din.
Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.
Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n’en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.
Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h hag e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degas amañ da vab.
Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras.
An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.
Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,