Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 24:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, me va-unan eo. Stokit ennon ha sellit: ur spered n’en deus na kig na eskern evel ma welit em eus.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Sellit ouz va daouarn hag ouz va zreid, rag me va‐unan eo. Touchit ouzin ha sellit ouzin; rag eur spered n’hen deuz na kig nag eskern, evel ma velit em euz‐me.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 24:39
12 Referencias Cruzadas  

a-raok ma tistroio ar poultr d'an douar evel ma oa bet, hag ar spered da Zoue en deus e roet.


Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?


Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.


Hag e lavaras dezho: Perak oc’h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?


O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.


Goude bezañ lavaret kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. Neuze an diskibien, o welout an Aotrou, o doe ul levenez bras.


An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Gwelet hon eus an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ma ne lakaan ket va biz e merk an tachoù ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.


Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred.


Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc’h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?


Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos