Sant Ian 20:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An abardaez eus an deiz-se, a oa ar c’hentañ eus ar sizhun, dorioù al lec’h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas, en em ziskouezas en o c’hreiz hag a lavaras dezho: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Var ar pardaez euz an deiz‐ze, a oa ar c’henta euz ar sizun, an norojou euz al leac’h ma oa assamblet enhan an diskibien, o veza serret, gant aoun rag ar Judevien, Jesus a zeuaz, hag en em brezantaz en ho c’hreiz, hag a lavaraz dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h! |
Mar d-eo dellezek an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc’h warnañ, met, ma n’eo ket dellezek, ra zistroio ho peoc’h deoc’h.
Da ziwezhañ en em ziskouezas d’an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c’haleter a galon, abalamour n’o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.
Evel-se c’hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc’h ho levenez.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.
Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc’has en o c’hreiz hag a lavaras: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h!
Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d’an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
An deirvet gwech e oa dija m’en em ziskoueze Jezuz d’e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.
Goude bezañ gouzañvet, e teuas war wel bev dirazo hag e roas dezho kalz a brouennoù peursur, oc’h en em ziskouez dezho e-pad daou-ugent devezh hag o komz diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh Doue.
Rak eñ eo hor peoc’h, eñ hag en deus graet unan hepken eus an daou en ur ziskar ar voger a zisparti,
Ra vo ar peoc’h roet d’ar vreudeur, hag ar garantez ivez gant ar feiz, a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Ra roio an Aotrou a beoc’h e-unan ar peoc’h deoc’h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc’h holl!
hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc’h,
rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc’h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac’hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,