Sant Ian 20:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ lavaret kement-se, e tistroas hag e welas Jezuz en e sav, met ne ouie ket e oa Jezuz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha goude beza lavaret kement‐se, e tistroaz hag e velaz Jesus en he za; mes na ouie ket e oa Jesus hennes. |
Hag evel ma’z aent da gemenn kement-se d’e ziskibien, setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho hag a lavaras: Salud deoc’h. Hag int, o tostaat, a bokas d’e dreid hag a azeuljont anezhañ.
Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent o vont war ar maez.
O vezañ adsavet a varv da veure ar c’hentañ deiz eus ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m’en doa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Koulskoude an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.