30 Met eñ, o tremen dre o c’hreiz, a yeas kuit.
30 Mes hen a dremenaz dre ho c’hreiz, hag a ieaz kuit.
Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d’an deizioù sabad.
Neuze e klaskjont c’hoazh kregiñ ennañ, met en em dennas eus o daouarn.
Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.
Pa voe deuet an deiz, e voe un drubuilh vras e-touez ar soudarded da c’houzout petra e oa deuet Pêr da vezañ.