Honnezh eo ar gomz en doa disklêriet an AOTROU da Jehu o lavarout: Da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm. Evel-se e voe.
Sant Ian 19:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc’hraet: E eskern ne vint ket torret. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, an traou‐ze a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar Scritur: Askorn e‐bed dezhan na vezo torret. |
Honnezh eo ar gomz en doa disklêriet an AOTROU da Jehu o lavarout: Da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm. Evel-se e voe.
Va holl eskern a lavaro: AOTROU, piv a zo heñvel ouzhit, te hag a zieub an den glac'haret eus an hini a zo nerzhusoc'h egetañ, ya, an den glac'haret hag ar paour eus an hini en diwisk?
Debret e vo en un ti hepken, ne gasot ket kig er-maez eus an ti ha ne vo torret askorn ebet dezhañ.
ne lezint mann dioutañ betek ar beure ha ne dorrint askorn ebet dezhañ; e lidañ a raint hervez holl reolennoù ar Pask.
Kement-se holl a c’hoarvezas, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed:
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc’hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d’ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.
Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.