Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 19:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc’hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d’ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Lavaret a rejont eta an eil d’egile: Na rogomp ket anezhi, mes tennomp d’ar sort da biou e vezo; evit ma vije accomplisset ar gomz‐man euz ar Scritur: Partajet ho deuz va dillad etrezhe, hag ho deuz taolet va zae d’ar sort. Evel‐se e reaz ar zoudarded.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 19:24
13 Referencias Cruzadas  

Honnezh eo ar gomz en doa disklêriet an AOTROU da Jehu o lavarout: Da vibien a vo azezet war dron Israel betek ar pevare rumm. Evel-se e voe.


Niveriñ a ran va holl eskern. Emaint ar re-se oc'h eveshaat hag o sellout ouzhin.


Un digor evit ar penn a vo en he c'hreiz. Bez' e vo ur vevenn d'an digor tro-war-dro, evel un oberenn a wiader hag evel digor ur jakoun evit na frego ket.


Met evel-se n'emañ ket he c'hoant, evel-se n'emañ ket soñj he c'halon. En he c'halon e soñj distrujañ ha kas da get broadoù e-leizh,


Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d’ar sord.


Goude m’o doe e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad o teurel d’ar sord evit anavezout lod pep hini.


Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.


Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,


Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.


Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.


Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos