Komzet en deus diwar-benn ar gwez, adalek ar sedrez a zo el Liban betek ar sikadez a gresk war ar voger. Komzet en deus ivez diwar-benn al loened, al laboused, ar stlejviled hag ar pesked.
Sant Ian 19:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr hag, o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d’e c’henoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen bez’ e oa eno eur vessel leun a winegr. Karga a rejont eta eur sponj gant gwin‐egr, hag o veza hen lakeat var ben eur gorzen hisop, e lakejont anezhan ouz he c’henou. |
Komzet en deus diwar-benn ar gwez, adalek ar sedrez a zo el Liban betek ar sikadez a gresk war ar voger. Komzet en deus ivez diwar-benn al loened, al laboused, ar stlejviled hag ar pesked.
Kemerit ur boked sikadez, soubit anezhañ er gwad a vo er girin, ha sparfit gourin ha daou bost an nor gant gwad eus ar girin. Ra n'aio hini ac'hanoc'h er-maez eus e di betek ar beure.
Un den glan a gemero sikadez, a soubo anezhañ en dour hag a raio sparfadur war an deltenn, war an holl draoù ha war an holl dud a vo bet e-barzh, ha war an hini en devo stoket ouzh eskern pe ouzh un den lazhet pe ouzh unan marv pe ouzh ur bez.
e rojont dezhañ da evañ gwinegr mesket gant bestl. Ha p’en doe tañvaet, ne fellas ket dezhañ evañ.
Raktal, unan anezho a redas, a gemeras ur spoueenn hag, o vezañ he leuniet a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ.
Unan anezho a redas, a leunias ur spoueenn a winegr, he lakaas e penn ur gorzenn hag he roas dezhañ da evañ, en ur lavarout: Lezit, gwelomp hag-eñ e teuio Elia d’e ziskenn.