Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 4:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Komzet en deus diwar-benn ar gwez, adalek ar sedrez a zo el Liban betek ar sikadez a gresk war ar voger. Komzet en deus ivez diwar-benn al loened, al laboused, ar stlejviled hag ar pesked.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 4:33
13 Referencias Cruzadas  

Disklêriet en deus tri mil krennlavar, hag aozet mil pemp kanaouenn.


Hag eus an holl bobloù e teued da glevout furnez Salomon, a-berzh holl rouaned an douar o doa klevet komz eus e furnez.


Dre da gannaded ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.


Setu, en direizhder ez on bet stummet, ha va mamm he deus va c'hoñsevet er pec'hed.


Va daoulagad en em blij o sellout, ha va divskouarn o klevout an dud fall-se a sav em enep.


Kemerit ur boked sikadez, soubit anezhañ er gwad a vo er girin, ha sparfit gourin ha daou bost an nor gant gwad eus ar girin. Ra n'aio hini ac'hanoc'h er-maez eus e di betek ar beure.


Deus ganin eus al Liban, va fried, deus ganin eus al Liban! Sell diwar krec'h Amana, diwar krec'h Senir hag an Hermon, eus kevioù al leoned, eus menezioù al louparded.


E zivhar a zo peulioù alabastr, lakaet war diazezoù aour glan. E stumm a zo evel al Liban, kaer evel ar sedrez.


Kemer a raio ar c’hoad sedrez, ar sikadez, ar ruz-moug hag al labous bev, hag e soubo anezho e gwad al labous lazhet a-us d’an dour bev. Ober a raio ar sparfadur seizh gwech war an ti.


Un den glan a gemero sikadez, a soubo anezhañ en dour hag a raio sparfadur war an deltenn, war an holl draoù ha war an holl dud a vo bet e-barzh, ha war an hini en devo stoket ouzh eskern pe ouzh un den lazhet pe ouzh unan marv pe ouzh ur bez.


En em astenn a reont evel traoniennoù, evel liorzhoù war ribl ar stêr, evel aloez plantet gant an AOTROU, evel sedrez e-kichen an doureier.


Goude m’en doe Moizez disklêriet d’an holl bobl ar gourc’hemennoù eus al lezenn en o fezh, e kemeras gwad al leueoù hag ar bouc’hed, gant dour, gloan ruz ha sikadez, hag e sparfas war al levr e-unan ha war an holl bobl,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios