Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?
Sant Ian 18:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c’houin. Ha n’evin ket an hanaf en deus an Tad roet din? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus a lavaraz da Ber: Laka da gleze en he foureo; daoust ha na evin‐me ket ar c’halir hen deuz roet an Tad d’in da eva? |
Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?
Jezuz a respontas: N’ouzoc’h ket ar pezh a c’houlennit. Ha gallout e c’hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell.
O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c’hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma’c’h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
o lavarout: Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Jezuz a respontas: Va rouantelezh n’eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n’eo ket ac’han.
Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
Rak hon armoù a vrezel n’int ket kigel, met galloudek int dre Zoue evit diskar ar c’hreñvlec’hioù,
er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc’her a-gleiz hag a-zehou,
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.