Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 18:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Mes Jesus a lavaraz da Ber: Laka da gleze en he foureo; daoust ha na evin‐me ket ar c’halir hen deuz roet an Tad d’in da eva?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Neuze Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c’houin. Ha n’evin ket an hanaf en deus an Tad roet din?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 18:11
22 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus a respontaz hag a lavaraz: Na ouzoc’h ket petra a c’houlennit. Gallout a hellit‐hu eva ar c’halir ez anme da eva, pe beza badezet gant ar vadiziant, a behini e tlean‐me beza badezet? Int a lavaraz dezhan: Gallout a reomp.


Hag o veza eat eun neubeut pelloc’h, e kwezaz var he vizach, o pedi hag o lavaret: Va Zad, mar d’eo possubl ma’z ai ar c’halir‐ze pell diouzin . . . . Koulskoude, n’eo ket evel ma fell d’in, mes evel ma fell d’id.


Mond a reaz adare eun eil gwech, hag e pedaz, en eur lavaret: Va Zad, ma na hell ar c’halir‐ze mond pell diouzin hep ma c’hevin anezhan, ra vezo great da volontez.


Rag tud ar bed eo a glask an holl draou‐ze; hag ho Tad a oar hoc’h euz ezom euz an traou‐ze;


Va zad, pella ar c’halir‐ze diouzin, mar plij ganez! koulskoude, ra vezo great n’e ket va bolontezme mes da hini.


Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez.


O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed.


Jesus a respontaz: Va rouantelez n’eo ket euz ar bed‐man; ma vije va rouantelez euz ar bed‐man, va zervicherien a gombatje evit na vijen ket livret d’ar Judevien; mes breman va rouantelez n’ema ket euz ar bed‐man.


Jesus a lavaraz dezhi: Na douch ket ouzin, rag n’oun ket c’hoas pignet etrezeg va Zad; mes kea da gavoud va breudeur, ha lavar dezhe e pignan etrezeg va Zad hag ho Tad, va Doue hag ho Toue.


Rag hon armou a‐vrezel n’int ket kigus, mes galloudus int en Doue, evit diskar ar fortereziou,


dre gomz ar wirionez, dre nerz Doue, dre armou ar justis, pere a zalc’her a‐zeo hag agleiz,


o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos